Eur brezel kalet ha diaoulek
Zo great d’hor yez, ar Brezounek ;
Mall eo gantho hen diframma
Digand bugale ar vro-ma.
An diaoul he-unan, a dra zur,
A c’hoez an tan en dud distur,
Ho c’has dre bevar c’horn ar vro
Da leda anken ar maro.
Kement tra vad : Bro, Feiz ha Yez,
A zo breset mar d’eo truez !
Karantez ebed mui ennho,
Leun int a gasouni c’hoero.
O va Doue, peleac’h e maoc’h ?
Diskouezit ho kalloud pelloc’h…
Re hir amzer an dud fallakr
A wall gasaz hor madou sakr.
Doue na zilez ket hor bro,
Beuzet, siouaz ! en he daero,
Dibabet ’n deuz tud kalounek
Da zifen mad ar Brezounek.
Mil bennoz d’eoc’h, ô va Aotrou,
Evit oc’h oll vadelezou
E kenver hor bro Breiz-Izel
A zo bet d’eoc’h atao fidel.