Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
mouez reier plougastell



Tud diskiant ma ’z int, laret ’deuz etrezho :
« Taolomp an dismegans, taolomp gwel ar maro
War ar Brezounek-se a garont ’vel ho Feiz,
Euz an oll galoun zo ’n ho c’hreiz.

Pa vimp en em gavet da ober dilezel
Yez koz ar Vretouned, neuze gand an avel,
Ni velo ho feiz krenv ’vont kuit a nebeudou,
Evel kiziou mad ho zadou !… »

Setu aze, Breiziz, ho zonj, ho c’hoantegez ;
Ha fellout rafe d’eoc’h, dre ho leziregez,
Rei skoazel d’an dud fall, trei kein d’ho Prezounek,
War zigarez deski ’r gallek ?

En ho sav, Bretouned, Breiziz pennou kalet !
Laromp a bouez hor penn : « Ar Brezounek bevet !
Ni he gomzo bepred beteg heur hor maro…
Bevet ar Brezounek atao !…

O ia, dal’homp d’hor yez, evel d’hor mell penn-baz !
Ra zeui ar vistri-skol, dreist peb tra war ar meaz,
Da zeski d’ar baotred, d’ar merc’hed, ar gallek,
Mez bepred dre ar Brezounek.

Alo, bugale Breiz, hag a zo desket mad,
Er c’heariou, en dachen, er foar hag er marc’had,
Na ruziet ket a vez o komz ar Brezounek,
Diskouezit ez oc’h kalounek !