ha founnuz e c’hoantea kas da netra lavarou Gwennik ; houma a respounte bepred ken eün ha gand kement a eazamant ma rea plijadur d’ar gompagnunez. An noz oa deuet adarre war ar c’hoad, ha Gwennik a c’hoanteaz gounid he zammik toull-ti, a lugerne d’an ampoent war an deven. An hini koz hen harpaz. — « Lavar d’eomp c’hoaz, ô merc’h ar mor, lavar d’eomp ha na zifen ket da Zoue laerez war vor evel ma reomp ? Hag hen e c’heller beza he vab pa lazer he vreudeur ? Rag aze e ma hor micher, hor buez, hag evel-se e tle beza evidomp. » Gwennik a oe skeduz ha brasoc’h da welet neuze, en denvalijen deuet en eun taol-kount. D’an ampoent an diou groazik a ioa war ar beziou a oe evel flammou tan, ar mor a grozaz evel n’oa ket kustum da ober, er c’hoad sabr ar gwez a strakaz hag a c’houitellaz evel pa vije eur gorventen o c’houeza warnho, ha goulskoude n’oa ket eur mouch avel. Mont a rejont oll kuit, nemed Kardek, a ioa kuezet adarre da dreid ar zantez ; an hini koz ive a ioa chommet. Mouez Doue a grozaz dre ar bugel : — « Den koz, hag evel-se eo e prezegez al lazerez pa brezegan ar garantez hag ar gunvelez ? Ra vezi milliget, sarpant ! Ha c’houi pere oc’h euz va c’hlevet o prezeg karantez eun Doue evit he vugale, dizale e welot kalir he vuhanegez oc’h en em stleja war he enebourien, evel eur ster a dan hag a walc’ho ar vro-ma dioc’h pec’hejou an dud. Ho pugale vihan a vezo benniget. » |
Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/144
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
mouez reier plougastell