lamm evit sevel. Gwennik, ar bugel dister, he devoe neuze eur jestl ken nerzuz, hag eun taol lagad da ziskara evel ar gurun. Den na gredaz flach. — « Petra, emezhi, ha red eo eta e teufec’h da azeuli ar voul dan-ze great euz a netra gand an Aotrou, ar voul-ze ha n’eo goude oll nemed eur c’hreunen dreaz kollet er pez n’en deuz ment ebet, er mare ma komzan evit deski d’eoc’h anaoud an Doue oll-gallouduz, hep ment, peurbaduz, Mestr hep hini-all ebed euz an douarou hag euz ar stered ? Laeron-vor a dostae hep ehan, beteg ma oe digouezet an hini diveza ; ar re mui spountik a zigouezaz da ziveza. Gwennik a gomzaz outho beteg an noz. Lavaret a rea : — « Doue o kroui an douar hag an den ; an den o tizenti ouz Doue ; Doue o kemeret truez ouz he grouadur hag o tigas d’ezhan ar C’hrist he Vap evit her zavetei ; en divez oc’h en em rei d’an dud a dlie dont devethan. » Kardek, azezed brema e harz treid ar zantez, al levenez o para war he dal, Kardek a gave mad he oll gomzou. A nebeudou e teuaz hardiziegez d’al laeron-vor, hag e rejont goulennou outhi. Deuet oa ive tost d’ezhi an den koz hag en doa daoulagad tan, eun dremm kalet, bleo gwenn hir, a gane kanaouen an heol, hag a zeblante beza he velek. Ar pez a lavare ar zantez a sklase muioc’h-mui he zremm, hag a rea d’ezhan kaout eun doare krisoc’h c’hoaz. Dre he c’houlennou dichek |
Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/143
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
santez gwennik