Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
santez gwennik


eur zell hir war linen an dremm-well ; liou briz-wenn an env na rea nemed unan gand hini ar mor. Hag e troaz da zellet warzu an deven ; souezet maro e oe o welet eno c’hoaz an dud kriz etouez pere he doa tremenet e penn an noz araok ; eur guchen vugale hebken oa eat da gichen ar mor evit dastum restachou ar vag, ha diwiska ar c’horfou maro.

Gwennik a gredaz, hep mar ebed, beza o paouez ober eun huvre spountuz. Frota reaz he daoulagad, hag e sellaz adarre en dro d’ezhi ; neuze e tiskennaz divar an deven, o chomm a-za gwechig an amzer evit sellet adarre. A veac’h war ar plen, e c’haloupaz da vont beteg ar mor ; eno ec’h anavezaz korf he mamm, gouliet oll.

Ar baotred vihan a jache war he bleo evit he zenna war ar seac’h. Gwennik a oe merc’h en deiz-se, hag an daelou a ziredaz euz he daoulagad. D’an ampoent Gwennik n’oa mui henvel ouz eur spered euz ar bed-all, rak gwela rea evel tud ar bed-ma ; an dud gouez dispountet a dostaaz outhi, mez gantho, lod diskrouniet ho dent ha kounnar en ho c’halon, lod-all o c’hoarzin, drouk ennho oll outho ho-unan, abalamour, emezho, oant bet trec’het en derc’hent gand eur baotrezik c’hoezek vloaz, mezo ma ’z oant kement a win ho doa evet. Kredi a reant n’oa tremenet netra direiz nemeden ho spered trevaliet. Tevel a rejont goulskoude dirak glac’har ar bugel, ha sklerijen an deiz-se a welaz, tra souezuz ! parezed ar goazed-se en dro da Wennik, oc’h he frealzi gand eun deneredigez a gaver aliez zoken etouez an dud gouez. Ober a reant d’ezhi