hag a jomme eno brema hep flach, dalc’het gand eun dra souezuz ha na entent ket. Gwennik a gomzaz : — « Ho pet truez ouzin, na rit ket a zrouk d’in. Edon war al lestr oc’h euz digaset war ar reier. N’euz nemedon ha gement a ve salvet ; na rit ket a zrouk d’in ; n’euz nemedon e buez ; n’am lakit ket d’ar maro. » O sellet neuze warzu ar penn pella euz an deven, e velaz eno eun tiik koz, great gand mein, hanter ziskaret, hag e lavaraz oc’h hen diskouez d’an oll : — « Lezit ac’hanon da veva aze ! » E kreiz tenvalijen an noz, an ti koz a oe, en eun taol sklerijennet, vel pa vije bet an heol o para. Oll e kouezchont d’an douar, spountet. — « N’ho pezet aon ebed, a lavaraz-hi, me zo o vont da gousket. » Gwennik a bignaz he-unan war an deven, dre douez ar raden hag ar bruk. He gwelet a rejor, gwenn, lugernuz, o vont dre ar wenojen ; he zreid na stoken tamm ebed oc’h an douar. Nebeud goude edo en toullik ti. Al laeroun-vor a ioa chommet bammet war an aod, o sellet gand enkrez ouz eur burzud ken souezuz ; ha pa ehanjont da welet furm c’hlan ar bugel, e kouezjont, ho fenn harp en treaz evit tremen an noz. Antronoz vintin pa zifunjont peb tra a ioa evel kustum en dro d’ezho. An ti dirapar n’oa mui skeduz evel en derc’hent. Dilerc’h ar vag bruzunet, hag ar c’horfou maro a ioa brema war an aod, digaset di gand tarsiou ar goueled. Gwennik a zeuaz dizale er meaz euz he zi o teuler |
Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/136
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
mouez reier plougastell