E skol vruded Ildud, kaset yaouankik c’hoaz,
Hep dale Tugdual a deuaz desket braz ;
Hogen, he zantelez, par d’he zeskadurez
A iea ive war gresk bemdez.
A c’houdevez abad en eur gouent euz he vro
E labouraz dalc’hmad da veza war eun dro
D’he oll venec’h eun tad, hogen ive eur skouer,
Gand he galon meurbed tener.
Souezuz eo ar vad great gand ar zant e Breiz,
Oc’h hada dre vro Leon, hag e Treger ar Feiz ;
Goulen a reat dre-oll darn euz he ziskibien
Evit skign ar gwir sklerijen.
Hanvet oa bet eskob er gear a Landreger
Gand ar bobl anaoudek evel gand ar c’hlouer ;
Hogen he nerz-kalon da c’hourdrouz an dizurs
A gounnaraz an dud kabluz.
Evit peoc’h an Iliz, Tugdual a zilez
He garg pounner meurbed gand laouenedigez,
Evit mont er gouent eur pennad da veva
Gand he c’hoar abadez, Seva.
Hep dale, Tregeriz, kastizet gand Doue,
A c’halv da zont en dro an eskob adarre,
Pehini a labour ’vit ho zilvidigez
Keit ha m’hen deuz eun tamm buez.