108
mouez reier plougastell
Ar vuez-se ken kalet, ken leun a vurzudou,
Euz he zaouarn e koueze bep seurt madoberou.
En despet d’he zantelez tud a gavaz abek,
A vroudaz dre warisi an eskob kalonek ;
Patern, vel ar pastor mad, pell amzer a boaniaz
Da c’hounid ho c’halonou, hep dont a-benn, siouaz !
Heuilla reaz neuze ar c’hoant hen devoa bet atao
Da ren eur vuez kuzet, en eur c’hornik distro.
Nebeud amzer da c’houde ’vit ar zant e sonaz
Heur eüruz ar gwir frankiz en dervez ma varvaz.
Ar zant-ma a oe beziet el leac’h ma ’z oa marvet,
Leac’h nebeud anavezet, deuet prim da vea brudet.
Doue dre-oll enkantaz milid he zervicher
Dre vurzudou c’hoarvezet war ar bez, hep niver.
|
————
V
SANT TUGDUAL
Kenta Eskob Landreger.
——
Setu c’hoaz euz zant all ganed e Breiz-Tramor
Da bini gan bennoz hor bro garet Arvor,
Dre m’hen deuz prezeget ar gwir feiz pell amzer
Kerkoulz e Leon hag e Treger.
|