— Ya, eme Yann, hen eo sur a-walc’h. Deomp. Hag e lamme gant al levenez.
Taoliou diveza an Angelus o doa ehanet da skei hag a yoa eat da ober hekleo da benn pella lanneier Plomeur. Yann ha Mac’harid a yeas war-zu al leac’h ma seblante d’ezo o doa klevet ar c’hloc’h. Ankounac’heat o doa holl boaniou an dervez kris-se. Sonjal a reant brema en digemer laouen a raje tonton Loiz d’ezo, el leaz teo gant bara du a vije roet d’ezo, er gwele raden ha yeot seac’h ez ajent da c’hourvez warnan.
Mont a reant dre eun hent doun, kleuziou leun a vrug rus en daou du d’ezan. En eur c’horn-tro e weljont eur groaz ven savet Uhel. Ar vugale a reas sin ar groaz en enor d’ar C’hrist a blege d’ezo e benn kurunet a spern, hag en hent adarre.
— Pa lavaren d’it, eme Vac’harid, an Aotrou Doue eo a zo oc’h hentcha ac’hanomp… Sell, na kaera foenneg ! Yann a yoa o vont da lavaret eun dra bennak warlerc’h e c’hoar pa glevjont eun den o koms gant eur vouez c’hroz. Eur Breizad, eun tammik war an oad, a yoa dirazo o c’houlen outo :
— Paour kez bugale, da beleac’h ez it d’ar poent-ma eus an deiz ?
— Ni a zo o vont da di eun tonton d’eomp o chom e Gouesnac’h, a lavaras Mac’harid.
— Eun tonton o chom e Gouesnac’h ?
— Ya, eme Yann, ni a zo o klask hon tonton Loiz, breur hor mamm vat nevez galvet gant Doue d’e varadoz.
Ar c’houeriad a reas eur skrijaden hag e teuas eur berad daelou da lugerni e korn e lagad.
Kregi a reas e dourn ar vugale hag e kasas anezo dre gichen ar groaz, en eur lavaret d’ezo :
— Deuit ganen, bugale, arabat eo d’eomp chom dre ama.
— Perak, eme Yann, ne deomp ket dre ar prad-se ?