d’an daou veachour ; hag an dra-ze a roe d’ezo eun tamm nerz-kalon.
— Sell, Gaid, hennez, eme Yann, eo boc’hig-ru hon liorz. Hen anaout mat a ran. Mont a ra da lavaret da donton Loiz emaomp erru.
Gaid na lavaras netra. Seblantout a rea beza nec’hetoc’h eget he breur. Alies e chome a-zav, hag he daoulagad en drem-wel, e klaske gwelet merouri Gouesnac’h pe da vihana nadoz eun tour bennak da ziskouez d’ezi an bent. Mes, kaer he doa, ne wele netra, ar baotrez kez !
An daou vugel a deue da veza skuis maro. Setu i o koueza o daou war eur mean e kichenik eur voden valan. An heol a yoa diskennet izel ; dizale e teuje an noz hag oa red d’ezo kaout eun toull bennak d’he zremen.
Yann a c’houlennas evit an dekved gwech :
— Erru omp tost, Gaid ?
Siouaz ! Gaid na grede respont netra. Briata reas he breurig en eur ouela hag e lavaras d’ezan :
— Pedomp an Aotrou Doue, Yann ; hen hepken a c’hell savetei ac’hanomp.
— Pedomp ive ar Werc’hez, Gaid, ha santez Anna-Wened hag an Aotrou sant Erwan.
— Ya, pedomp, pedomp !
Mont a rejont d’an daoulin, hag e savjont warzu an nenv o moueziou glan leun a anken. Doue ne c’helle ket ober skouarn vouzar ouz pedennou daou ealig ker fur !
Setu i o klevet an Angelus er pellder.
Saveteet oant !
Mac’harid a grogas e dourn Yann : Deomp brema, emezi, Doue en deus selaouet ac’hanomp hag en deus bet truez ouzomp. Kloc’h Gouesnac’h eo hep mar an hini hon deus klevet.