Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

e c’houeze en e gorn-boud. Diredet a rea eur bern diaoulou d’e zelaou, diaoulou bras, diaoulou Krenn, ha diaoulou bihan, hag e choment digor frank o ginou da zellet ouz an embanner ha da glevet ar pez a yoa a nevez.

Hag e tiredent, a bell, o kredi gwelet eun dra gaer bennak, pa ’z int ker kustum da welet loustoniou, o kredi kaout da c’houesat eun dra bennak hag a raje vad d’o c’halon, p’ema bepred o fri er fank ; pe marteze e kreden edod o vont da lakaat da zina eun emglev madelezus, pa na reont ha ne raint morse nemet droug ha dougen d’an droug.

Mes, petra rea d’an difeson-ze kaout kement a hast d’en em zizober eus eur votezig kaer dudius da welet, laeret gantan e hars dor ar baradoz ? Perak kemeret anezi ma ne blije ket d’ezan ? C’hoant en doa bet da c’hoari eun dro zivalo d’an Aotrou Sant-Per, ha padal hen e-unan eo a oe tapet ar muia. Setu ama penaos.

Netra ken nemet beza krog er votez benniget hen lakea da skrijal ha da yudal, hen deve gwasoc’h eget glaou rus an ifern, hag ar pez a rea muia poan d’ezan, moarvat, eo ar red-korf iskiz hag ar boan gov diremet a yoa kroget ennan abaoue m’en doa great al laeronsi. Ya, kaer en doa starda war e vouzellou, kaer en doa en em zifreta, merzer oa ken na venne lammet e avu eus e greiz gant e ivinou.

Mar deo gwir er bed-ma lavar ar re goz :

Bleud an diaoul a ya atao da vrenn, er bed-all, en ifern dreist-oll, eo gwiroc’h c’hoaz. Gouzout mat a rit ne blij ket ar relegou santel, an traou benniget, d’an diaoulou ; hag ar votezig-ze bet da zant Per a yoa, mechans, eur releg a dalvoudegez, eur releg benniget pa he doa epad keit-all a amzer skoet war leuren ti Doue !

An hini a daole ar muia war ar votezig voulouz a yoa eur mell pez vil a ziaoul, tal du, fri kaouen, ken teo ha ken louz ar bleo warnan ha war eur marmouz. Roet e oe d’ezan evit tri c’hant pec’hed marvel !