Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 244 —

lia aliou an aotrou Person. Peoc’h hag urz vat a zo em zi ; va bugale ne reont ket a zisplijadur d’in, c’houi her goar. Aliou an aotrou Person eo a zo penn-kaoz a gement-se. Ne weler ket ar memes tra e tiez an dud ne heuliont ket ar relijion.

War gement-se an aotrou a droas kein en eur c’hrosmolat. Eur c’hrouadur en doa hag oa het desket d’ezan pep tra nemet ar gwirionezou kristen ; ha brema e lakea an dristidigez e kalon e dad.