Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 225 —



Hunvre eur Bugel [1]


————


Great en doa e bask kenta.

D’ar c’houlz-se an deskadurez n’oa ket, en hor bro, stank evel hizio, hag ar pôtrig Seven n’en doa darempredet ken skol nemet hini e vamm goz.

Goude beza, hed an deiz, diouallet chatal e gerent e gwaremeier ha prajeier Pont-ar-Zal e kare kalz dont d’an ti, e leac’h daouhanteri o c’hoariou gant ar vousedigou-all eus ar geriaden.

Kaout a rea, en eur gador, ar stam etre he daouarn, pe azezet dirak eur c’har-neza, e vamm-goz Fanchon.

Fanchon a oa mat ouz ar bugelig. Evit na zirenkfe ket ar vamm en he labour, hi a zalc’he Seven en he c’hichen. Da laouennât e benn, tra ma stamme pe ma yea ar c’har-neza en dro e konte d’ezan eur marvailh bennak hag e kane eur werz eus an amzer dremenet.

Difinv evel eur skeuden, Seven a zelaoue. Echu ar zon e c’houlenne : « Eun all, mamm-goz ! »

Hag e zaoulagad a yoa ken dous, e vizach ken karantezus, e zaouarnigou astennet ken pedus, ma ne c’helle ket ar vamm-goz vat lavaret nan.

— Hizio e kanin d’it gwerz Lez-Breiz, a lavaras eun deiz Fanchou d’he mab-bihan.

— Lez-Breiz ? Piou eo hennez, mamm-goz ?

— Lez-Breiz a zifennas hor bro eneb ar C’hallaoued. E vuez a zo hini eun den kalonek… Setu hi aman !

Ar vaouez goz he doa koumanset. He mouez, raouliet

gant ar bloaveziou, a zeblante beza adkavet he holl

  1. Skrivet gant Jos-Pêr ar Braz. Embannet a-raok e-barzh Hekleo Penn ar Bed e Gwengolo 1910. (Notenn gant Wikimamenn).