Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 224 —

der, ar yenien hag an naon ; daoust ma c’hellent beza lazet gant tennou ar Brusianed, an daou Vreizad ne jomchont ket da varc’hata. Dizrei a rejont war dachen ar brezel : unan anezo a oe tizet en e c’har gant eun tenn fuzul. Lakaat a eure eur mouchouar da c’holo ar gouli, hag en hent adarre. Kaout a rejont an ofiser astennet en erc’h evel maro.

5. Dioc’htu e krogchont d’e frota gant ar manegou bourret, da zoursial ker brao outan, ma teuas a-benn eur pennad brao a amzer da halani ha da zigeri e zaoulagad : n’oa ket maro ! o pebeus eurvad evid hon daou Vreton !

6. Samma rejont anezan war o diskoaz d’e gas d’ar c’hlanvdi (hospital), el leac’h ma teuas da gaout adarre ar yec’hed… Ar vad en devoa great en doa talvezet d’ezan selaouet oa bet peden an daou Vreton :

Doue r’ho paeo !