Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

ar porz, inont a reas dreist ar pont da zevel. Pegen souezet e oe o welet a gleiz hag a zeou kezek stag ouz ar gwez ha soudarded astennet war an douar leiz. Mont a reas da unan evit e zihuna gant beg e gleze ; sevel a reas ar zoudard en eul lamm, e zaoulagad evel trellet. Ar spont he doa lezet he roudou war e zremm. N’hellas ket dioc’htu roi respont da c’houlennou e vestr.

— Dihun da vignoned, a lavaras Ao. Vaucourt d’ezan, dastum anezo, rak me fell d’in gouzout perak o deus dizentet ouzin.

— Ao. Baron, a lavaras ar zoudard evel o tiabafi, va c’hamaraded ha me a zo bet red d’eomp mont er-meaz eus ar maner. A ! emezan o sevel e ziwrec’h d’an nec’h, ar brezellou komun n’int netra e skoaz ar pez hon deus gwelet.

— Dihun da gamaraded, a lavaras an Aotrou e kounnar ; va zud-me n’eo ket gwrac’hed koz int…

Ne oe ket eas dihuna anezo ; kousket kalet oant. Pa oent en o zav, Ao. Vaucourt, sounn hag uhel war e varc’h a lavaras d’ezo dichek :

— Fiziet em oa ar maner ennoc’h, perak n’hoc’h ket chomet d’hen diouall ? Petra eo an nerz he deus grêt d’eoc’h dizenti ouzin, mont dreist va urziou ? Piou eo ar mestr en deus grêt d’eoc’h dont en tu-ma d’ar mogeriou-ze ? Goazed eo ez oc’h, c’houi hag ho peus manket d’ho tever ? Daoust ha servicherien feal hoc’h c’houi hag hag ho peus dilezet ho mestr, pa gave d’eoc’h ez oa riskl evit ho kroc’hen ? Respontit, respontit d’in ’ta, mevelien digalon ; n’em eus kavet hini ac’hanoc’h wardro ar maner, perak oc’h tec’het holl ?

Ar zoudarded a blege o fenn gant ar vez, hag hini ebet anezo na grede respont d’ar mestr. Kement a zroug a yoa e Aotrou Vaucourt, ma kemeras e gleze da zanka e kalon an hini a yoa da dosta d’ezan ; hogen ar re-all