Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —

war e ziwesker ha pa glevas anezan o klemm truezus.

Ar c’hazarc’h a goueze gwasoc’h gwas, an avel a zourre ker krenv ma kredas edo touriou ha maner o vont da veza diskaret. Ne c’houie petra da ober, ha setu hen da c’hourvez e kichen e varc’h evit esa kousket. Klevet a rea an trouz spontus a yoa er-meaz ; hag hen da zonjal e kement en doa gwelet ha klevet en deiz trubuilhet-se. Ha ker strafilhet oa ma kredas e ranke beza an diaoul oc’h ober brezel d’ezan.

Hag e klaske eun doare bennak d’en em denna ac’hano. Ar marc’h avat n’helle ket finval, hag an avel a rea eun trouz da vouzara. Prestik goude e welas evel sklerijen eur c’hlaouen dan o lugerni en eur c’horn eus ar marchosi. Ao. Vaucourt a zavas prim en e zav. Kement-se a lavare d’ezan ez oa unan bennak c’hoaz dre eno. Mont a reas warzu ar sklerijen, ha petra gavas ? Eun nor serret kloz. Dre an nor-ma, kredabl, ez eat e porz kreiz ar maner. Kaer en doa ne deuas ket a-benn d’he digerri ; dizrei a eure da gichen e varc’h, tristoc’h e zoare eget biskoaz. Al loen a skrije hag e vleo a yoa gleb dour gant ar c’houezen. Ar paour kez baron a venne koll e skiant vat. Kredi a reas oa deuet da veza preiz holl diaoulou an ifern ; en e yaouankiz en doa klevet hano eus hevelep marvailhou. Pa vezer diskaret evel-se eo e troer ouz Doue da c’houlen sikour digantan. Baron Vaucourt a bedas, hen ha n’anaveze evit mestr betek neuze nemet an nerz, hag en doa gwelet pep tra e plega dirazan.

Eun tamm sklerder bennak a deuas da zila er c’hraou ; ar glao hag ar c’hazarc’h a yoa ehanet da goueza, an avel a dave : eun tamm nerz nevez a deue adarre d’ar baron. Kas a reas e zourn war e loen astennet en e gichen : ne grene mui. Echu oa eta gant ar gwall-amzer. Sevel a eure hag e reas d’e varc’h sevel ive : mont a reas gantan er-meaz. Kredi a rea e kavche eno unan bennak eus e zoudarded, mes n’oa den. Treuzi a reas