Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —

buhan ha buhan paket ar re-ze etouez eur c’hroc’hen, ha ken dizevan ha tra a daole ler-all war c’horre, hag ar bailh ouspen gant sikour an archer !


Eun istor eus amzer an Dispac’h
————

Epad amzer trubuilhus an dispac’h vras, en hor bro gaer Breiz-Izel n’eo ket bet manket an dud a feiz en despet d’al lezennou yut a zouged neuze. An holl a c’hoar ez oa eul lezen dreist ar re-all hag a gondaone d’ar gwillotin kement penn-tiek a vije dizoloet beleien en e di. En despet da ze, c’hoaz eur wech, en despet da fallagriez an dud digoustianz a rea neuze o mistri e Bro-C’hall gant peadra ar re a lazent hep truez, e kaved c’hoaz tud kalonek da rei digemer d’ar veleien taolet er meaz eus o fresbitaliou ha d’al leanezed harluet eus o c’houenchou.

Hervez am eus klevet va mam-goz o konta, e renk an dud kalonek ha dispont-ze edo Fanch Madeg hag e bried Mari Pab, o daou o chom e Kergoad-vihan e parrez Pleiber-Krist.

E ti an daou zen trugarezus-ze ez eus bet asamblez dindan guz betek seiz, etre beleien ha leanezed. N’em eus dalc’het sonj nemet eus hano daou anezo, abalamour, me gred, e vezent eno aliesoc’h eget ar re-all. Unan eus an daou-ze oa an aotrou Kostiou, maro vikel-vras e Kemper ; egile oa an aotrou Abgrall, maro person e Sizun.

Ar c’henta a oa bet kerc’het e kreiz an noz evit rei ar vadiziant d’am mamm-goz pa deuas war an douar.

Al leanezed a oa Urzulinezed. Eur pennad int bet oc’h ober skol d’ar merc’hedigou e bourg Pleiber-Krist arok mont da Vontroulez d’ar gouent a c’halver hirio