Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

rea gantan briajou ler en eur gana, en eur zutal, ken drant hag eul laouenanig oc’h ober e neiz.

An archerien a yeas d’an ti, a glaskas e pep korn ha netra ne gavchont. Pec’hi ’reant, sakreal spontus.

— Koulskoude aman ez eus beleien, a lavarent.

— Mat, gwelet a rit hoc’h unan n’eus ket a veleien dre aman.

— Gwelomp an armeliou, emezo. An aournamanchou oferen a gavimp.

Ha klask adarre ! An dilhajou en tu-man, en tu-hont. Pep armel a oe dispac’het an traou enni. Bout ! paz eur spilhen an holl !…

Fanch Abgrall en doa pleget, etretant, eur bernig brao a ler.

— Er c’hardi ahont, a lavare unan eus an archerien, e c’hellfe beza kuzet an aournamanchou.

— Klev ’ta, pôtr yaouank, deus aman ! E peleac’h eman eo kuzet ar sitoianed beleien ?

— Beleien ! a lavar Fanch, en eur c’hoarzin leiz e c’hinou, e peleac’h ? E feiz lavarit d’in ha me lavaro d’eoc’h.

— Diaoul, pôtr yaouank, aman war a leverer ez eus, dindan guz, beleien hag aournamanchou oferen.

— Beleien !… aournamanchou !… Va Doue, ôtronez, me zikouro ac’hanoc’h d’o c’hlask, mar kirit. Mes araok e rankan lakât ar bailh-man war ar bern ler a zo ahont gant aon ne deufe glao. Roit an dorn d’in, mar plij, unan ac’hanoc’h !

Stag eun archer da zikour Fanch.

— Mat, breman klaskomp !

Kaer e oe klask e kement toull a oa dre gear, ne rejont nemet koll o amzer.

Ma karfent, ar c’hinaoueien, beza furchet ar bern ler, e leac’h sikour Fanch d’e c’holo, o dije kavet eno an aournamanchou a glaskent.

Fanch Abgrall, p’en doa gwelet anezo o tont, en doa