Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
KLAODINAÏG


Kement-ma a zigouezas meur a wech, siouaz !

Endra ma treuze ar mor Kreizdouarek, eun dervez sul, e oa kouezet adarre er vrasa melkoni o sonjal er gear. War-dro teir heur goude kreisteiz e seblantas d’ezan klevet eur c’hloc’h o sini er pellder. Teurel a reas c’hoaz muioc’h a evez, e skouarn troet oc’h kostez Breiz-Izel. Douetanz ebet mui, kleier Plougastell o son glazou !… Mantret oa ; gant nebeutoc’h e vije bet danvez da veza ! Penaoz e c’helle, keit-all diouz ar gear, klevet kleier e barrez ?…

— « Kelou fall am bezo dizale, emezan, eun « eksperians »[1] eo an dra-ma ! »

Na gouskas ket eur berad en noz var-lerc’h.

  1. Eksperians a vez great e Plougastell eus eun arouez o tiskleria maro unan eus a bell.