Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
MARVAILHOU AR VRETONED

kalet evitan. Mont ha dont a rea war al lestr evel eun den dizeblant, pa kentoc’h evel eun huvreer ; hag, e feiz, huvreal a rea, ar paour keaz, hag en deiz hag en noz ; dalc’hmat e spered a nije d’ar gear. Seblantout a rea d’ezan gwelet e dad e penn an daol da vare ar prejou ; Yann, e vreur, en e gichen ; e voereb en tu-all ; hag e penn izella, Klaodinaïg, ar grouadurez ken dous, n’he1Ie ket miret da garet abalamour d’he madelez.

Alies e sonje outan e-unan : « Daoust hag oc’h ober petra ema an dud breman e Kerzadiou ? »

Da1c’hmat e spered a nije d’ar gear.

Da zeiz pardon e Plougastell e sonje : « Hirio ema ’r pardon. Yann ha Klaodinaïg, m’oar vad, a vezo eat… A ! nag ürus int da veva er frankiz hag er garantez ! E leac’h me ama n’hellan tanva tamm plijadur ebed, reuzeudik ma ’z oun !… Red eo o defe ar gwrac’hed koz taolet eul louzaouen fall hennak war va hend !… Ha pegouls em bezo me echu va c’honje, ma tistroïn adarre d’am bro venniget ! »

Ha diwar greiz-oll, setu unan eus e vistri o tont da hopal warnan evit e zihuna :

— « Martolod ar Moal, huvreer, ouspenn eun heur a zo emeur ouz ho kedal duze, hag emaoc’h aze evel eur peul !… Trusken viou ! ma na flachit ket dillo dirazon, me a ya da gregi en ho fons ha d’ho kas d’ar pesked !… »

Digaset d’e wir vuez en eun doare ker rust, Cheun a respounte d’e vesbr galloudus :

— « Va digarezit, aotrou, ankounac’heat em boa… Hiviziken !… »

— « Alo ya, kamarad, hiviziken gra da zever, pe ni welo !… »