Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
MARVAILHOU AR VRETONED

’ta da vont d’ar gousperou ? Da vreur a zo bet pell o c’hedal ac’hanout ; hogen, o welet ma deues ket, eo eat en hent, eun tachad zo. »

— « O eo, va zad ! me a zo o vont ive. Bezit dienkrez, araok ma vo gwisket gousperou me vezo er vourc’h ! »

Nag a draou a ruilhas dre e spered epad an hend ! En em welet a rea penn-tieg e Kerzadiou goude maro Job, e dad, gant Klaodinaïg evit pried, eun toullad bugale o vont hag o tont dre an ti, o lakat buez e peb leac’h. War e veno netra na vankche d’ezan : plijadur, yec’hed, eüruzded, madou, enoriou, servicherien dioc’h e faltazi ; en eur ger, biskoaz n’oa bet par d’ezan war an douar.

Ha setu en eun taol-kount e zremm o tont da veza tenval. Eur c’houezen leun a dristidigez a yoa deuet da darza war e dal. E vreur paour en doa kement a wir da veza eürus.

« … Ha va breur kez, e keit-se, petra deuio da veza ?… Ma tigouez ganen ar pez a hetan gant kement a diz, daoust ha ne varvo ket gant ar c’hlac’har ? Daoust ha me c’hello c’hoaz tanva eur begad levenez bennak war an tamm douar-ma, ma varv va breur abalamour d’am eüruzded ? »

Hag ec’h huanade.

« … Va Doue, emezan, sklelraït va spered ; diskouezit d’in difazi ar pez a c’hoantaït, ma kerzin hep aon en hend eus ho kourc’hemennou. Ne fell ket d’in grons e ve reuzeudik va breur, e keit ma vezin pourvez a bep tra. Ra vezo gret dreist-oll ho youl santel, ha nan va hini ! »