Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
KLAODINAÏG


— « A dra zur, Klaodinaïg kez !… Ha petra gav d’it am befe da ober evit kement-se ? »

— « Setu ama ! Goude koan varc’hoaz, hep lavaret grik da zen, ez i d’ar vourc’h en eur dremen dre Zant-Yann. Mont a ti war-eün d’ar feunteun, hag ec’h evi eur bannac’hig dour e bolz da zourn kleiz. Pa vezi war hend bras Landerne e tenni da voned ruz hag e ri teir zro en-dro da groaz Kervern en eur lavaret : « Eneou salvet, bezet truez ouzin ! » E kroaz Leskivit hag e kroaz Kertanguy e ri an hevelep tra. Pa glevi unnek heur hanter o son e tour Sant-Per, ez i e bered ar barrez. Gra neuze c’houec’h tro d’an iliz, ha kement all d’ar c’halvar o lavaret evel diaraok. Pa zono kloc’h an hanter-noz, e kemeri eur vozad yeod war ar bez tosta da du araok ar c’halvar. Ar yeod-se a gasi ganez da Zaoulaz dimeurz. Deus neuze d’ar gear dre Gererault. Ma klevez eur youc’haden bennak e Toull-ar-Rohou, na respont grik ebed, n’eo ket drouk a c’hoarvesfe ganez. Ententet mat ec’h eus ? Ober a ri kement-se ?… »

Yann en doa kals a boan o viret da c’hoarzin ; hogen na reas ket, evit plijout d’ar plac’h vat, laouenedigez e galon, hag e lavaras :

— « Ya, ya, va c’hoar, hag ober a rin piz ha piz kement ec’h eus merket d’in. »

— « Mad, neuze n’ec’h eus ezom ebed da gaout aon, ne di ken d’ar zervich. »

— « Plijet gant Doue e ve evel-se ! eme Yann ar Moal. »

Ehanet ’oa Klaodinaïg da rei he aliou pa zigoueze Job ar Moal el leac’h m’edont.

— « Petra, Yann, emezan, n’ac’h eus ket a c’hoand