Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
KLAODINAÏG


An tad ive a boulze war araok, o lakat e boan da ober d’e vouez beza teneroc’h evit kustum :

— « Alo, Klaodinaïg, Va merc’h, arabad d’it ober ardou evel-se ; kân d’eomp eur zôn pe eur werz. Gra ar blijadur-ze d’az tad ! »

Klaodinaïg na helle ket enebi oc’h mouez he zad mager, kement a vad en doa gret d’ezi. O ruzia, neuze, e kroge gant he gwerz, endra ma ’z ea he c’harr-neza en-dro, o richana evel an ograou ouz kân an iliz. An holl a dave, hag a jomme sioul, o c’halon o tridal gant al levenez. Hervez m’am eus klevet meur a wech Kerzadiouiz koz o lavaret, evit kana Klaodinaïg n’he doa ket he far.

War-lerc’h ar ganaouen, e teue ar meuleudiou d’ar red hag a bep tu. Ar verc’hig vat o c’hinnige da Zoue, an doa roet d’ezi he mouez evel m’edo, dishenvel kaer dioc’h kement a dud lorc’hus a gemer meuleudi ar grouadurien evel p’o defe anezo o-unan an donezonou kaer a zo enno. Eürus c’hoaz pa na lakont ket o-unan boled en o c’hloc’h. Netra kasaüsoc’h eget klevet ar re-ma oc’h ober o meuleudi !

E Kerzadiou an doriou, hirio evel neuze, a zo bepred digor d’ar beorien keiz, memprou gouliet hor Zalver Jezuz-Krist. Kouls lavaret, bemdez e veze hini pe hini o loja e ti Job ar Moal. Ar beorien-ma, barzed eus an dibab alies, hep gouzout dare d’ezo, a gonte gant plijadur marvailhou hir keit hag hirio ha warc’hoaz. Pipi Gonto a deue alies gant e zac’h leun a gonchennou iskis. A ! gouzout mat a rea, ar c’heaz koz ! an digemer kalonek a vije atao oc’h her gortoz, dreist-oll epad ar goanv !

Da nao heur hanter, koulskoude, ec’h ehane ka-