Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
MARVAILHOU AR VRETONED

daouarn an aotrou Doue. E youl santel ra vezo great e pep tra hag e pep leac’h !… »

Deuet e oa Marc’harid da lavaret d’ezo mont da veren.


C’HOUEC’HVET PENNAD


Goude koan.


D’ar poent-se edo ar c’hiz e Breiz, pa veze debret koan, da vont en eun ti pe eun all da ober eun abaden kaozeal, ha zoken da labourat. Ar wazed a dane o c’horn-butun, ar merc’hed a groge en o c’hegel. Ar re goz, e kougn an oaled, a zivize diwar-benn al labourou douar, ar chatal, an amzer, keleier munut ar barrez, hag all. Ar yaouankizou kennebeut na jomment ket mut, hag a renke en araok an troiou a rajent er pardoniou da zont.

Pa na gaved mui netra da lavaret, e kleved mouez an tad koz :

— « Mar ’z eus eur barz pe eur varzez bennak er gompagnunez enorus-ma, me her ped da gana d’eomp eur zôn pe eur werz a zoare evit didua hor spered. »

Evel m’eo ar c’hustum war ar meaz, da gentan den na oueze netra, an holl a rea ardou.

Yann neuze a dostae ouz Klaodinaïg hag a lavare d’ezi :

— « Klaodinalg, te da vihana a oar eur maread kanaouennou kaer. Pet gwech n’em eus ket da glevet o lakaat ar Meaziou da dregern gant sôn dous da vouez lirzin ? »