Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
KLAODINAÏG

goulen diganen kemeret Klaodinaïg em servich… Rei a ris va ger d’ezi : warc’hoaz em eus lakeat em penn mont d’he c’herc’hat. Yaouankik eo c’hoaz, gwir eo ; hogen, da unnek vloaz e vezer gouest da ober meur a dra ; diouall a ray ar zaoud, ha pa na ve ken. Ouspen-ze, eun ober a drugarez am boa c’hoant da ober en he c’henver ! Great em eus ar bromesa d’ar vamm o vervel, derc’hel a rin d’am c’homz. Petra zonjit a gement-se, kristenien ? »

— « Na oufec’h ket ober gwelloc’h, a lavaras Yann ! Din e aa a druez, ar plac’h kez ! Evidon-me he c’haro evel va c’hoar !… Bennoz Doue a gouezo puilh war hon tiegez ! »

— « Daoust ha na vije ket gallet he c’has d’an hospital ? » eme Cheun etre e zent.

— « Gallet a-valc’h e vije bet, eme an tad ; hogen. va mab ker, da be leac’h e vije bet kaset goude eus hospital Brest ? Rag, her gouzout a dlefes, ar vugale ha ne vez ket paeet evito na vezont ket dalc’het eno, kaset e vezont pell ac’han, da diez an estren evit evesaat ar zaoud. Ha petra c’hoarvez, re alies siouaz ! gant ar vugale geiz-se ? Gwall-gaset e vezont war an disterra digarez ; nebeud da zibri, hag alies fest ar vaz ! Nan, biken n’em bije bet ar c’hrizder da lezel merc’h va c’henderv da vont evel-se. Klaodinaïg a zo eur baotrez a zoare, he chalonig leun a garantez hag a feiz. Sur oun n’ho pezo ket da glemm diwar he c’houst ; nan, pell ac’hano !… »

— « Pell a zo ec’h anavezan Klaodinaïg hag he zud, eme Varc’harid, d’he zro. Tud a feson ’oant. Poanius bras eo e vent bet skoet ker kalet gand dorn an aotrou Doue !… Gant plijadur e welin Klaodinaïg o tont en