Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
MARVAILHOU AR VRETONED

goab eus traou ar relijion. Cheun n’oa karet gant den : ha pa ranked mont gantan, ne veze ket gant plijadur. Yann avad, en eneb, a yoa kunv evel eun eal, eur mousc’hoarz atao o tarza war e vuzellou, bepred troet da ober vad d’an holl ; karet e oa, evel just, gant kement hini hen anaveze.

Marc’harid, c’hoar Job Ar Moal, a oa war-dro hanter kant vloaz ! Atao he spered o sonjal el labour, n’oa ket e poan gant traou-all ; karet a rea meurbet ar sioulded, hag alies ec’h en em gave he-unan. Hi eo a rea al labourou e tro an ti. Ar plac’h a ye gant ar wazed d’ar parkeier.

Brema, lenner, pe lennerez, ec’h anavezit Kerzadiou ha ti Job Ar Moal.

Debret ’oa koan ha lennet Buez ar Zent. Goude ar « Grasou » e lavarjod eun De Profundis evit Katel ar Gall, evit repoz he ene.

Job a veze e penn an daol. Goude koan ’oa kustum da vonet da lakaat eur c’hornad da gichen an tan. En deiz-se na finvag ket ; anat oa en doa eun dra bennak a vras da lavaret d’e dud, hag an holl a yoa War c’hed.

Hag e komzas evel-hen :

« Gouzout a rit emaomp o paoues disken er bez korf katellig ar Gall, greg va c’henderv, maro e-unan eur pennad zo… Setu ma chom Klaodinaïg he-unanik war an douar, hep den da gaout truez outi… Betek brema hon deus bet gant largentez, me gred, kement a zo red evit beva. Ha manket ez eus bet eun dra bennak d’eoc’h, Va zud ? » — « N’eus ket avad, va zad, » a respontas ar vugale a eur vouez. — « N’eus ket ! n’eus ket ! » a lavaras Marc’harid d’he zro. » — « Mat, araok mervel, Katel am galvas d’he c’haout evit