Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
MARVAILHOU AR VRETONED

oar abred neui evel gleskered. Arabad eo, eta, beza souezet ma ro parrez Plougastel kement a vartoloded dispount d’ar vro !

En unan eus keariou ar barrez vat ha koant-se eo tremenet ar pez ez an da gouta. Buez Minorez Kerzadiou n’eo ket eur vuez vurzuduz ; na c’hedit ket klevet konta marvailhou grac’h koz, eus an traou iskiz-se a vez kontet er beilhadegou e-tal an tan. Klaodinaïg a yoa eur vaouez savet war ar meaz ; he derveziou a zo bet derveziou tud hon amzer, henvel ouz hor re.

Chommomp war ar meaz ! Mar deo tenu labourou ar parkeier en hanv dindan an heol bero, er goanv skornet gant ar yenien, nag a blijadur ive, d’ar pardaez en-dro d’an oaled, da zul, d’ar pardoniou, d’an eost ! Hag ar frankiz ! Hag an ear yac’hus ! Hag ar garantez etre tud an hevelep ti !

Na c’hounezer netra o vont e kear !


KENTA PENNAD


Bugaleaj Klaodinaïg — He Fask kenta.


An neb a ya euz bourc’h Plougastel da Zantez-Kristina a heuilh eun hent bordet a gleuziou leun a c’hlazvez o teurel ar gwella c’houez vat. E zaoulagad a ya gant dudi eus eur boked d’egile, hag e tigouez evel-se gant eur geriadennig a zav he zoennou glas e-touez bouchadou gwez eolac’h ; eno, azalek ar mintin betek an noz, al laboused na ehanont da gana ha da ziskana o zoniou dudius.