Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
KLAODINAÏG

fae a-wechou War dilhajou a bep seurd liou Plougastelliz, iskiz mar kirit, hogen kaer ha pinvidik meurbet. O ! ra gendalc’hint da viret o chupennou glas ha moug, o boned ruz hag o bragou berlinj ! Ra virint ivez o brezonek yac’h ha digailhar dioc’h ar sklabez gallek a zigas lod anezo eus a Vrest ! Ra virint gwelloc’h c’hoaz feiz krenv an amzer gwechall ! Plougastel neuze a gendalc’ho da veza eur barrez vat ha meulet e-touez ar gristenien. Sonet em eus pellik marteze kloc’h bras sant Per ; kement-se a yoa dleet, dre ma ’z eo great ar wirionez evit beza lavaret. Koulskoude, red eo ive hen anzav : Plougastelliz a gar re ar bod-ilio. Lavaret e ve ez eont d’an hostaliri o kredi mont en eur chapel. Ya, d’an davarn, siouaz ! ez eont gwall-alies, o lezel e strad ar gwer o gwenneien, o nerz hag o yec’hed. Ha, koulskoude, gwazed Plougastel peurvuia n’int ket eus ar re grenva. Petra zo kiriek da gement-se ? Kals a lavar eo abalamour ma timezont etre kerent. Ar Plougastellad na fell ket d’ezan mont eus e barrez. El leac’h m’eo ganet e rank beva ha mervel. Labourat a ray parkeier e dud koz, nemet mont a rafe da vartolod, ar pez n’eo ket rouez, rak ar Plougastellad na gar tam ebed ar vicher zoudard, ha p’eo gwir e rank an holl hirio servicha ar vro o tougen an armou, e giz pe c’hiz, ez ay kentoc’h war vor. Ar mor ! e anaout a ra pell zo, e welet a ra abaoue ma c’hell bale. Daoust ha n’eo ket bet boazet da ober bagouigou a wele gant plijadur o vont hag o tont var c’horre plean dour al lenn ? Ar mor, eta, a zo e vignon, e garet a ra a greiz e galon, hag epad an amzer gaer, e vrasa levenez eo mont da c’horonkat (da neui). Paotred Plougastel a