Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
GOVELLER BREIZ-IZEL

gedal hag edo o vont da gregi er goveller, pa lavaras hema gant eur vouez nerzus :

— « Em zac’h !… »

Hag an diaoul bras o vont war e benn er zac’h, o yudal, o skrignal e zent, kement a gonnnar a yoa ennan.

Ar goveller a hastas prenna ’r zac’h war e breiz.

Goude hen dougas war an anne, hag e skoas warnan gant eun horz eus holl nerz e zivreac’h, betek ma n‘he|le mui.

An diaoul a vleje, a youc’he, a c’houlenne truez.

— « Truez ebed, pez vil, eme ar goveller, me a fell d’in ober brenn eus da eskern. »

— « Goulen ganen kement a giri, eme Lusifer, ha me hen roio d‘it. Ehan da skei warnon. »

— « Ro d‘in neuze dek vloaz-all da jomm beo. »