Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
MARVAILHOU AR VRETONED
ha skiant da werza, e rafes mat prena da lod… ezom ec’h eus.
YANN
Kenavo, aotrou, ha yec‘hed mad d’eoc’h (Ez a kuit).
BIDOCH
Pebez ginaouek ! pebez diod ! ne ouzoun ket penaoz va mignon Pendolog a c’hell derc’hel en e di eur banezen evel hennez.
ARVEST IV
Yann distro eus e veaj
PENDOLOG ha YANN
PENDOLOG
Yann, eun tammik out diwezat.
YANN (o sec‘ha e dal).
Kredit ac’hanoun, aotrou ! Redet am eus ken na c’houezan.
PENDOLOG
Heb ehana tamm ebet ?
YANN
A ! aotrou, ken nebeut ma ne dal ket ar boan koms a gement-se !
PENDOLOG
Ha petra en deus lavaret d’it an aotrou Bidoch ?