Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/115

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
AN TEIR C’HAD


BIDOCH

Azen diot ma ‘z out, elec‘h teir n‘ec‘h eus nemet diou.

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

BIDOCH

Anzao freas d’in ez poa teir c’had da zigas a-bers va mignoun.

YANN

Ya, aotrou, teir c’had.

BIDOCH

Teir a leverez ! E pelec‘h ema an dervet rag n’ec’h eus aze nemed diou hepken ?

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

BIDOCH

Mez, sac’h-an-dien ! ne ouzout na sou na dic’ha ! N’eo ket diou eo, pa lavaran teir.

YANN

Ya, aotrou, teir c‘had.

BIDOCH (o skriva).

Ro peoc’h d‘in, ginou tartez ! rak sotoc‘h out eget ar boutou a zo ez treid. Dal, ro al lizer-man d‘am mignon Pendolog. Selaou c’hoaz ac’hanoun. Mar kavez pe mar klevez e ve, en eun tu bennak, spered