Aon rak piou ? Aon rak petra ?… Daoust ha n’eo ket ar bobl a zo roue brema ?
(Izel) Kement-man a ra vad d’am c’halon. (Kre) N’eus forz, taol evez mat, rak her gouzout a rez, eun tenn a zo a-walc’h da laza ar bleiz. (Diskarga ’ra adarre eur banne).
D’az yec’hed koz, rak mall eo d‘in mont en-dro.
Penaoz, na chomi ket da zibri eun tam jibeloten ganen ?
Nan, kamalad, da drugarekaat a ran evid da vadelez ha da galon vat. Dare oun gant ar c’housket… Kenavo eur wech all, ha neuze me a baeo d’am zro. (Rei a reont am dourn an eil d‘egile).
Fidouen… kuit eo eat, ha netra gwelloc’h, rak daleet en divije c’hoaz ac’hanoun. N‘eus forz, va c‘houstianz a ra debron d‘in… Sevel a ra em eneb… rebechou a ra d’in… Ah ! her gwelet a ran, n’eus peoc’h ebed evid an hini a dec‘h diwar an hent mat… Ha peur em bezo debret ar jibeloten-man ? Penaoz e c’hellin-me dibuna ar guden-man gant an aotrou