Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
MARVAILHOU AR VRETONED

Bidoch ha gant va mestr ?… (O skei war an daol gant ar voutailh). Heu ! paotr… poaz eo ar c’had (Ar mevel o tont d’ar red gant ar c’had).

AR MEVEL

Setu aze, aotrou !

YANN

Mad eo, va faotr ; divorfil out. Selaou ‘ta, ne hellfes ket rei eur plad-all d’in pe eur skudel bennak evit lakaat ar friko-man a zebrin a-hed an hent, rag mall bras eo d’in mont kuit ?

AR MEVEL

Eo, aotrou, dioustu. (Mont a ra da gerc’het eur skudel e pehini e laka ar friko).

YANN

Mad dreist… An tam bara-aman a gasan ive ganen, ha beb an amzer e c’hellin diskolpa eur ginaouad hag e kavin berroc‘h an amzer. Dal, paotr, setu ar pae evit da labour ha gwerz-butun ouspenn. (Yann a bae ar mevel hag a ya kuit en eur gana) :


Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Ha kan bepred, war varc’h ha war droad.
Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig… hag all.


KEVREN VI


AR MEVEL (O tenna an traou diwar an daol).

Setu aze eun hinkin avad !… Daoust hag ar c’homper-ze n’en defe ket great eur mestaol bennal ?…