Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— IX —


Kendalc’hit eta. va mignon ker, da labourat evel a rit, da gerzet gant an ero ho peus boulc’het, da stourm evit gwiriou ar bobl vreton, da zestum kement tra a c’hell maga, sevel ha rei eskell da spered ar Vro.

Nak a bed, tud desket koulskoude war o meno, tud savet gant ar bobl, skoliet diwar goust e c’houezen, maget eus ar bara a c’hounit d’ezo, hag a dleje na petra ’ta neuze, dleourien d’ezan evel ma ’z int, e sklerijenna ; hag e leac’h ober an dra-ze ne reont nemed e zalla muioc’h-mui ha rei an dourn d’ezan d’en em laza. Nak a bed !

« Ma karfe an dud pinvidik teurel eur zell bep ar mare war ar re a zo izeloc’h egeto, nak a vad a gavfent tro da ober [1]. »

Ya, sur ! ma karfe an dud pinvidik, pe i a zo pinvidik eus madou an douar, pe eus madou ar spered, n’eus forz, ranna gant ar re baouroc’h, na pegen uhel ne vefe ket savet ar Vro ! Rak seul-vui e rofed, ha seul-vui e kavfed da rei.

Mez n’eo ket evelse eo a c’hoarvez. Ar re o deus a zalc’h tost d’ar pez o deus ; brao c’hoaz pa ne c’hoarzont ket d’ar re a ro.

Daoust da ze, epad ma kas enebourien gouenn ar Vretoned o labour war raok, arabad deomp-ni chom da zellet ouz ar stered. N’eo ket bras hon niver : «  N’eus forz ! » evel ma lavar an Aotrou Roudot en e bez-teatr dudius war « Maro sant Tremeur » :

« Eus an doueou eo e teu ar gounid ha n’eo ket

eus niver pe eus galloud an dud [2]. »

  1. E Marvailh Klaodinaig.
  2. Maro sant Tremeur, p. 12.