ankounac’hain ket… na c’houi, na va mamm… hag eun deiz, dizale, ni a vezo unanet da viken !… Mervel a ran !… mes ar groaz a zo en he zav !… Ao. Person, ho pennoz, mar plij !… Eun absolven ziveza, en han’ Doue !… (An Ao. Person a dosta, hag a ra sin ar groaz goustadik war Gwenole).
It e peoc’h, ene kristen, da welet ar Jezuz hoc’h eus difennet gant kement a galon !…
Bennoz Doue !… Brema e c’hellan mervel !… Kenavo. Ao. Person !… Kenavo, va zad ker… Kenavo va mignoned !… Kenavo ar Baradoz !… (An tad a ziroll da ouela dourek Gwenole a zoubl e benn, maro).
Maro eo ar Merzer ! (An holl a lamm o zokeier). Trugarekaomp Doue, Breudeur ker, da veza roet d’eomp eun difenner muioc’h en nenvou !… Maro o tifen ar groaz !… Ha gellout a raffed kaout kareoc’h maro ?… Ao. Kermoger, petra raimp-ni eus ar c’horf santel-ma ?
Petra livirit ober, Ao. Person ?
Me gav d’in e vije mat douara anezan ama zoken, e-harz hag e skeud ar groaz eo maro eviti. N’hellomp ket ober kareoc’h. Petra livirit, va mignoned ?
Mat !… Brao !… Ya da, Ao. Person !… Enor d’ezan !… Tan ha kurun !… Beac’h d’ar vuntrerien !