Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
KENTOC’H MERVEL !

e ra adarre eur zell war ar Re-Wenn). An Ao. Person !… Bennoz d’eoc’h, o va Doue!… Brema da vihana me a varvo laouen… gant bennoz ar beleg !…

AR CHOUAN (a deu gant dour).

Setu ama dour fresk, Ao. Kermoger !

AO. KERMOGER
(o walc'hi penn ar merzer)

Ne varvi ket c’hoaz, Gwenole, ni raio ker brao d’it ma c’helli kemeret adarre da vouc’hal a-benn eun nebeut deiziou ama. Satordallik ! ni hon deus ezom sikour vat evit derc’hel penn d’ar chas glas ! Alo ! alo ! Gwenole, va faotr, red eo kemeret kalon !…

GWENOLE (oc’h anaout e dad a erru dirazan).

O va zad !… Mervel a ran, her gwellet a rit, mes mervel a ran laouen… Great em eus va dever penn da benn. … Difennet em eus va bro ha va Doue, rak mervel a ran evit beza nac’het diskara ar groaz-ma… Deuit, ma roin d’eoc’h ar pok diveza !…

AN TAD (a lamm gant e vab).

Va mab paour !… E pe stad e kavan ac’hanout !

AN AO. PERSON

Fizians hon deus d’her savetei pa’z eus c’hoaz eun elfen buez ennan !…

AN TAD

O va mab !… Va mab !…

GWENOLE

Kasit, va zad, va fok diveza d’am mamm vat… Karet em bije gwelet anezi a-raok mervel… Na ouelit ket, va zad… Lavaret ho peus d’in er mintin-ma : « Ma varvez dindan taoliou ar Re-C’hlas e vezin frealzet o sonjal em eus eur mab merzer en nenv o pedi evidon ! » … N’oc’h