Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
KENTOC’H MERVEL !
C’HOUEC’HVED DIVIZ
An hevelep tud. — Karakaz ha Gwenole
(o tont dre gleiz).
(Lachèvre a ya dioc'htu d'en em lakaat en tu-all da Wenole).
AR C’HABITEN
(o kenderc’hel gant e gaoz).
Bremaik ni welo… Salud d’it, Chouan daonet ! Te eo hep mar an hini en deus lazet an den-na ?
GWENOLE
Ouzin-me eo e komzit ?
AR C’HABITEN
Hep mar! Ouz piou all e vefe ken ?… Respont prim ha lez an hardou-ze !
GWENOLE
N’em eus lazet den, nag hennez, nag hini-all ebet !
AR C’HABITEN
Lavar d’in neuze ’ta petra reez dre ama…
GWENOLE
Petra rean dre ama ?… E feiz, c’hoanteet em boa gouzout pe ez oa maro an den-ze, pe n’oa ket !
AR C’HABITEN
Evit e beurgas mar n’oa ket eat c’hoaz ?
GWENOLE
Tamm ebet ! pell ac’hano !… Evit roi dourn d’ezan da zevel oa !