n’hon deus ket a aour da gloza gant ar bal… Hiviziken, da vihana, n’ez pezo mui digarez ebet evit chom hep ober ar pez a c’houlenner diganez…
Bennoz Doue… Mersi, sitoian ! Hag a benn pegoulz e fell d’it kaout da berson ?
Hanter-noz ! Da hanter-noz, hep mank, e vezi e kroaz ar vengleuz. N’ec’h eus ket bet fizianz ennoun evel em eus ennout… Peurvuia ne vez paeet al labour nemet pa vez echu… Diouall avat, paotr, da zeveni da c’her pe em bezo da groc’hen da ober bouteier ler d’am zoudarded !…
Bez dinec’h, kabiten !… Da hanter-noz e vezin er c’hroaz-hent gant ar beleg, pe e kollin va hano !
Kea eta.
Kenavo dizale (Mont a ra).
N’ouzon ket perak em eus aon… Eun dra bennak a lavar d’in e ray ar c’hoz koueriad-se eun dro fall d’in, pe ez a da dremen eur gwall darvoud dre ama… Neus fors petra zigouezo, bezomp war zav ha digoromp hon daoulagad.
Al lien a gouez.