n’ouzon mui dre be benn en em lakaat da zibuna va c’huden ! Gouzout a ran e peleac’h ema ar person. Mes labour klask am eus bet, ha panefe m’eo hir va fri, biken, nan biken ne vijen deuet a benn eus va zaol.
Pa lavaren d’it out eun den ! Dizale eta e tigasi d’in ar sitoian person goulennet gant kement a diz gant pennou bras ar vro !
Goustadik, sitoian.
Penaos, goustadik ?… Roet ec’h eus da c’her !…
Ha te, sitoian, petra ec’h eus te roet d’in-me ? Promesaou kaer ha netra ken !… Me garfe kaout eun dra bennak e gwirionez, a c’hellfen gwelet, haga zousafe d’in va buez. Talvezout a ra ar boan, mechanz !
Alo, lavar dioc’htu ec’h eus c’hoant da gaout arc’hant.
Ar wirionez eo sitoian.
Del, va faotr, setu aze eur yalc’hadig arc’hant, p’eo gwir n’eo ket birvidikoc’h da garantez evit an Dispac’h, hag e ranker paea ac’hanout…
Te labour evit netra ?
… Ar Republik n’eoket pinvidik, ha ni, he bugale,