Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
KENTOC’H MERVEL !

Fanch, ha c’houi, va mignoned, dirak kement a reuziou, a zismantrou, a wad skuilhet hep abeg, ni a zo savet ha stourm a fell deomp, ker e werzimp hon ler d’ar chas gall, d’aoust n’omp ket gwall niverus. Ker e kousto d’ezo ha gwaz a-ze evito. Kreski a ray an niver ac’hanomp ; dont a ra Bretoned davetomp eus pep korn a Vreiz ; hor c’henvroiz a zo gwapaet, disprizet, gwasket ha merzeriet zoken e kant doare, hor c’henvroiz a glev ar gwad o virvi en o gwazied, ar vez a zav d’o zal, hag e loc’hont o youc’hal: « Torr e benn ! »

HERVE

Ha me ive a zo o vont ganeoc’h da zifen hor beleien, hon ilizou, hon c’halvariou. Tan ha kurun ! War va c’horf ez ay ar chas divezet abars kregi en hon beleien !

AOTROU KERMOGER

Ne c’heden ket nebeutoc’h diganez, Herve. Anaout a ran ac’hanout pell ’zo, ha gouzout mat a ran out bet atao eur Breton kalonek leun a zoujanz Doue.

GWENOLE

Ha me n’emaon ket o vont da jom war ho lerc’h. Me a vezo eveldoc’h soudard an aotrou Doue ! Hoc’h aotre a root d’in, n’eo ket ’ta, va zad ?

FANCH

Brao eo mont evel-se da zifen an Iliz hag ar Vro ! Hogen, eun dra c’hrevus eo, va mab ; taol evez ez pezo tro meura wech da veza tizet gant tennou fuzul ar Re-C’hlas N’out eat morse eus ar gear betek-hen, yaouankik out c’hoaz ive, ha marteze, aon am eus, e savo buan keuz ganez !!!

GWENOLE

Tamm ebet, va zad ! Arabat eo d’eoc’h beza nec’het gant an dra-ze.