Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
KENTOC’H MERVEL !


FANCH

A hend-all, da vamm ha mea zo o vont war an oad, ha mar marvez er brezel, petra deuimp-ni da veza ?

GWENOLE

Doue, va zad ker, eo atao ar Mestr. An amzer dremenet, an amzer a dremen hag an amzer da zont a zo etre e zaouarn. N’en em jalomp ket eta gant ar pez a dle c’hoarvezout.

FANCH

Koms a rez evel eur beleg, va mab ; anat eo ema Spered Doue ennout. Kerz eta, va faotr, ha gra bepred labour vat. Mar marvez dindan taoliou ar chas gall e vezo ebat ganen lakaat em fenn e vezi eat d’ar baradoz gant kurunen ar Verzerien.

GWENOLE
(a lamm da vriata e dad)

Bennoz Doue d’eoc’h, va zad, great hoc’h eus eur mab eürus !

AOTROU KERMOGER

Kenavo, va mignoned, ne skuizomp ket ganeoc’h, mes n’hellomp ket dale pelloc’h. Da nav heur hanter pe zek heur ember e teuot davedomp da goad Tolvezeg. Mar kavit unan pe unan eus hor zoudarded war hoc’h hent e vezo goulennet diganeoc’h : « Piou a zo dre ama ? » hag e lavarot kerkent ger ar ged : « Doue ha Breiz ! War zav ! »

HERVE

Doue ha Breiz ! Tan ha kurun ! War zav !

GWENOLE

Kenavo bremaïk !…

(Ar zoudarded a ya kuit en eur gana adarre) :