Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
KENTOC’H MERVEL !

taat a ra ar ganaouen ! Taolomp eur zell dreist ar c’harz ! (Mont a reont da zellet).

HERVE

Brezoneg a zo ganto. Bretoned int evit doare ; rak-se ’ta n’hon deus ezom ebet da gaout aon !

FANCH

Petra int ? Da beleac’h ez eont evel-se ?

GWENOLE

Bremaik e ouezimp ; toui rafen int erru dre ama !

HERVE

Emainnt e kichenik avat ! Sell ’ta, anaout a ran meur a hini anezo… Fanch Kabioc’h, eus Kervilzin, a zo er penn a-raok gant aotrounez Kermoger ha Kervadiou… Mes, setu i ama !… (Ar Re-Wenn a erru tre. Ar baotred a yoa war al leur a dosta an eil ouz egile, en tu kleiz, hag a zelaou ar c’hân, gant ar vouc’hal war o skoaz. Ar Re-Wenn, e bragou-bras ha filc’hier ganto, a zoug eur Galon-Zakr war o feultrin).


PEMPED DIVIZ


An hevelep re. — Ar Re-Wenn


AOTROU KERMOGER

Deiz mat d’eoc’h, va mignoned !

FANCH

Doue r’ho pennigo, aotrou Kermoger ! Da beleac’h ez it gant an dud-se ?