Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
KENTOC’H MERVEL !

Tanet ganto ti ar beorien ; diskaret ar maneriou ;
Devet an ed, devet ar foen, er parkou hag er prajou.

Troc’het ar gwez el liorzou, ha laket da ober tan ;
Ken na vo avalou na jistr, da nao pe zek vloaz ac’han.
Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouaz ;
Ha kasefmesk gant o ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heariou bras.

Laeret zoken traou an iliz ; pilet zoken hon touriou ;
Straojet zoken ar c’harneiiou, ha skignet ar relegou.
Gwastet traoniou kaer Breiz-Izel, ken drus ha ker glas gwechall !
Ken na glever mui tro-war-dro mouez den, kennebeut chatal.

(Fanch, Gwenole hag Herve a gendalc’h gant o diviz epad ma kân ar Re-Wenn) :

HERVE

Petra ganont ?

GWENOLE

O feiz avat, me n’ouzon ket ! n’em eus klevet mat ger ebet.

HERVE

Mar n’eo ket erru warnomp ar chas gall !

FANCH

Kemeromp hon bouc’hili !

GWENOLE

Del, Herve, setu ama bouc’hal Yann ar Pinifi ! Gwella

pez a zo, nen deus ket sonjetkas anezi gantan !

Daoust

hag an inkin fall-ze a ve eat adarre da zealou prezegerien ar relijion nevez ?…

FANCH

N’eus fors, red e vezo deomp beza war evez. An trubard daonet-se a c’helfe noazout ouzomp dre guz ! Tos-