Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


VI. — Ar spilhen sanket er zoroc’hel


Katellig ne c’houie penaos en em gemeret evit kaout asant he zud : eno edo an dalc’h. Ar pez a c’houie eo e vije kurun ha luc’hed. Mall he doa da vont da Bariz, hogen, melkoni he doa o sonjal er boan edo o vont da ober d’he zud. Karet a rea he zad hag he mamm, hag o veza ma edont o vont war an oad e vije poaniusoc’h c’hoaz d’ezi tec'hel diouto…

Katellig ken dous, ken aketus, ken sentus betek neuze a deuas da veza tenval he fenn, ha ne rea mui nemet huvreal e Pariz ! Dalc’hmat e chome al labour da ober, pe e veze hanter-c’hreat hepken ; a-wechou zoken e torre meur a dra dre ne veze ket a-walc’h war evez.

Ha neuze an tad a rea trouz, ar vamm a skandale…

Eun dervez edont o zri en eur park o c’houennat n’ouzon dare petra. Setu en eun taol an tad o trei da zellet ouz e verc’h chomet eun tammig warlerc’h. Katellig a yoa difinv, digor frank he daoulagad ganti o sellet ouz an douar. Roi a eure eun taol glin d’e wreg da lavaret d’ezi sellet ouz ar plac’h yaouank :

— Asa, emezan, va foatrez kez, petra c’hoarvez ganez eur pennad a zo ? Ne rez mui nemet huvreal…

— Alo ! va zad, emaoc'h adarre o c’hrignouzat !

— O c’hrignouzat ! O c’hrignouzat !… N'em beus ket a leac’h da c’hrignouzat, marteze ?… Mes petra c’hoarvez ganez ? Difesonet-oll e kavan ac’hanout eur pennad zo, n’out mui ar memes den ! N'emaout mui gant da labour ! Da spered a nij dalc’hmat da vro an huvreou ! Me garfe gouzout, me fell d’in gouzout, merc’h kez, petra zo a-nevez ganez… C’hoant dimezi ? Kavet ec’h eus, pelloc’h, unan bennak dioc’h