— 14 —
V
Me zilezo va brezoneg
Da zistaga bommou galleg.
Me gomzo flour ’vel eun intron
Ha va « accent » a jencho ton.
VI
E lêc’h dour ha patatez fall
Yod kerc’h, anduilh ha souben zall
Me a zebro eun tamm boued fin
Hag a evo ar gwella gwin
VII
Du-ze ’kavin al liberte
Da dremen ar zul em giz-me,
Me bourmeno va c’halite
O c’haloupat a hed an de.
VIII
E lêc’h ofern ha gousperou
Me a redo d’an ebatou
Pa deui an noz me a zanso
Ac’han ma teui an deiz en dro.
IX
N’ ran ket a van eus ho komzou,
Ho klemmou nag hoc’h hirvoudou.
Kenavô, tad, kenavô 'ta !
Mall bras am eus da gimiada.
|
V
Gant da c’halleg a c’hiz nevez
Selaou, paourkez Janedik,
Te vô dismegans ar barrez.
Paourkez Janedik.
VI
Hor bevans-ni zo dereat
Selaou, paourkez Janedik,
Da rei d’an den eur stomok mat.
Paourkez Janedik.
VII
Ar zul eo dervez an Aotrou
Selaou, paourkez Janedik,
Evit maga hou eneou.
Paourkez Janedik.
VIII
Ne ’z eus nemet ar merc’hed fall,
Selaou, paourkez Janedik,
A vale en noz da zansal.
Paourkez Janedik.
IX
Pa vi êt kuit, piou a glozo
Selaou, pourkez Janedik.
Va daoulagad pa vin maro ?
Paourkez Janedik.
|
Selaouit an daou boz diveza-ma ! Ar Vretonez a zo
skoet he c’halon hag a dro kein hiviziken da Bariz
ha d’e holl vraoigou. Katellig he divije gounezet kalz
oc’h ober eveldi.
X
Daoust petra dremen em ene
Petra glevan, ô va Doue
Eur vouez a zo ouz va gelver
Hag a lavar d’in : « Chom er gêr! »
XI
Mouez va mamm a zo mouez Doue
Ra vezo grêt e volonte
O va zad kez, pardon, pardon
Da veza rannet ho kalon.
|
X
Te glev mouez da vamm benniget
Selaou, paourkêz Janedik,
A zo diskennet er vered.
Paourkêz Janedik.
XI
Kalon eun tad, va merc’hig ker,
Selaou, paourkêz Janedik,
Da rei ar pardon a zo têr.
Paourkez Janedik !
|
- EUN TAOLEAD
————