Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

he divije kaset ar briz vreizadez-se da… vale gant he liziri touellus ha gaouiad.

Mes, siouaz ! an den a zo great evel-se, n’en em blij ket el leac’h m’ema ; c’hoant en deus da gaout gwelloc’h, ha morse ne gav d’ezan en deus e walc’h.

Liziri a yeas hag a deuas c’hoaz eus ar Barizianez d’ar Vreizadez hag eus ar Vreizadez d’ar Barizianez. Katellig a yoa gounezet gant houma, evel ma vez seizet al labouz gant sellou ar sparfel, pe an touseg gant an aer.

Mont a ranke da dan va souben Pariz


Plac’hig yaouank, perak ’ta tec’hel
Pell demeus da vamm ha da dad ?
Perak kuitaat da vro Breiz-Izel,
El leac’h out evurus ha mad ?…

Ankoua ar c’heariou,
Gant o falz-madou ;
Enno leac’h madou e kavfez trubuilhou.
O chom e bro da gavel !
Chom, chom e Breiz-lzel !!

Kas pell diouzit ar zonj divalo
En deus trubuilhet da spered,
Chom brema da veva en da vro,
Enni ’z po levenez bepred !
Lavar eveldon,
A-greiz da galon,
Ma klevo Breiziz hor c’han kaer ha gwirion :
Chomomp e bro hor c’havel !
Chomomp e Breiz-Izel !! [1]


Dont a ra em spered eur zon savet n’eus ket c’hoaz pell bras evit lavaret ivez da dud Breiz chom or gear. Vad a raio marteze da veur a hini, ha plijadur da gement hini a gar e Vamm-Vro Breiz-Izel hag he

Feiz.

  1. Ar Yeodet