a zo eas !… Ha petra deuin-me da veza eur wech digwezet eno ?… Setu an dalc’h !… N’eo ket ma tisplijfe d’in mont betek du-ze ; abaoue m’am eus lennet da lizer zoken ez eus eun dra bennak ennon o lavaret d’in e rankan mont.
Gwel eta, plac’h kez, ha te a gavo eur garg bennak evidon, n’eus fors petra da genta, evit gwelet ; ma n’en em gavan ket em zu eno, goude me a glasko kaeroc’h.
N’em eus lavaret netra c’hoaz d am zud. Ha da ober petra ez afen da sponta anezo a-raok ma’z eus netra c’hreat ? Hag ouspenn-ze, gouzout a ran e vezo gwall denn ar c’hrogad : an tad n’asanto biken.
O ! mar galfen mont d’az kaout !
Hast afo skriva d’in ; ne badan mui gant ar vall am eus da veza e Pariz !
Da c’hedal, kred ac’hanon ivez
|
Paour kez Katellig !… An aerouant a zo deuet war da dro d’az touelli evel ma teuas gwechall da douelli hon tud kenta e Baradoz an douar ! Mar o divije gouezet Adam hag Eva petra yoa ouz o gedal goude o fec’hed ! Mar o divije gwelet holl boaniou o bugale vihan, ar c’hlenvejou, an torfejou, ar maro !… Ya, buhan o divije troet kein da Baolig, ha lavaret d’ezan mont da… vale. Paour kez Katellig ! Mar he divije bet anaoudegez eus poaniou a bep seurt an darn vuia eus ar re a ya da Bariz diwar ar meaz ! Mar he divije gellet gwelet en a-raok kement a yea da c’hoarvezout ganti.