Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —
ARZUR, o koms outa e-unan.
Eiz de abaoue n’em eus ket e welet !… Daoust hag-en e tizroy ?…
LYONNEL
Va Doue ! na pegen kasaüs eo lenn, dreist-oll pa n’ouzer ket en ober gwelloc’h eget ma ran ! D’eomp adarre evelato… « Chenchet e loen ha kondaonet da zibri yeod… » Treut e tlie beza, ’velkent !… Dibri yeod !… A ! dibri yeod ! an dra-ze a zo da lavaret beva gant saladen, douetus bras !
ARZUR, o koms outa e-unan, hag o pellaat.
Daoust hag ankounac’heat en defe ac’hanon ?
LYONNEL
Houman avad a zo eur gontaden iskis ! (Klevet a reer ar c’horn-boud). Petra zo a-nevez ’ta ? Piou a c’hell dont ken abred d’ar maner koz-ma ?
HUBERT, oc’h en em ziskouez a-zeou.
Klevet em eus ar c’horn-boud… Daoust hag erru e ve ar c’hannad emaon war-c’hed anezan ?…
LYONNEL, o welet e dad.
A ! va zad ! Deiz-mad d’eoc’h, va zad !
HUBERT
Deiz-mad d’it da-unan, Lyonnel,… Abredik hoc’h savet, prinz Arzur !
ARZUR
Ya, Hubert.