Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/93

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —



EIZVET DIVIZ
LAOU ar REIER, YANN-DILEVE, kuzet en eur vantel.


YANN, izel.

Setu me !… Prest out ?…

LAOU AR REIER

A ! aotrou, c’houi eo ?… mez…

YANN

Ac’hanta, krener, petra zo ? Hast afo koms…

LAOU AR REIER

N’ouzon ket petra c’hoarvez ganen… aon em eus !…

YANN

Rak petra ec’h eus aon ?… N’out bet gwelet gant den…

LAOU AR REIER

Nan, aotrou… mez… n’hoc’h eus ket lavaret d’in c’hoaz petra reot da Arzur ?… N’hel lazot ket, velkent ?…

YANN

Doue r’am diouallo eus eur seurt torfed !…

LAOU AR REIER

Eas eo d’eoc’h lavaret ! Netra, evelato, ma c’houfen, na ro harp d’ho ker !

YANN

Ha c’hoant ec’h eus e toufen ? War memor va zad