Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —
HERVE
Henvel-poch eo ouz e vamm, an dukez vad Konstanz ha na gouezas nemet dre drubarderez Raoul a Jester…
LOEIZ
Hervez a leverer, e roas koulskoude meur a daol,
kalet d’ézan. Gouezet he deus rei d’he mab, a-gevred
gant feiz bro-Arvor, meulet dre-oll, eun deskadurez dispar
war ar brezel ha war draou kaer histor ar varc’heien.
Araok pell, marvad, e ray e nozvez armou, rak evit
adkemeret ar Poatou, ar Mên hag an Anjou, e vezo red
d’ezan dîskouez e hardiziegez.
TREDE DIVIZ
An hevelep tud, ARZUR, LAN a ZINAM, ar BARZ, skoueder (écuyer), EUD.
EUD
An aotrou dug a Vreiz-Izel !
ARZUR
Aotrou, ho fealla gwaz a zo e-harz ho treid !
FILIP
Ra viot deuet mad, va c’henderv koant ! Pell zo abaoue ma c’hoantaen ho kwelet.
2*